Serapis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An doue egiptat hellenadek Serapis.

Serapis a oa un doue gresian-hag-egiptat. Ijinet e oa e-pad an III kantved kent J.-K. war urzh ar faraon Ptolemaios I evel un benveg da unvaniñ ar C'hresianed hag an Henegiptiz en e rouantelezh. Taolennet e oa an doue evel un doue eus Henc'hres, met gant elfennoù eus doueed Henegipt, hag un ikonografiezh amprestet digant kalz azeulerezhioù disheñvel, a dalveze war un dro evit ar fonnusted hag an dasorc'hidigezh. Ledet e voe e azeulerezh a-ratozh-kaer gant rouanez an dierniezh, a savas ivez ur Serapeum kaer-meurbet en Aleksandria. Kenderc'hel a reas brud Serapis da greskiñ dindan an Impalaeriezh roman, ma kemeras alies lec'h Osiris evel pried Isis en temploù na oant ket dalc'het gant Henegiptiz. Distruj ar Serapeum gant ur bagad renet gant ar patriark kristen Teofilos Aleksandria e 389 zo unan eus an darvoudoù pouezusañ e diskar ar baganiezh kozh, ha paouez a reas an azeulerezh-se da-heul difenn ar "baganiezh" e 391.


Notennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.