Sebastiano Ricci

Eus Wikipedia
Sebastiano Ricci
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Venezia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSebastiano Ricci Kemmañ
Anv ganedigezhSebastiano Ricci Kemmañ
Anv-bihanSebastiano Kemmañ
Anv-familhRicci Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Eos 1659 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBelluno Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mae 1734 Kemmañ
Lec'h ar marvVenezia Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Oberenn heverkAbraham and three angels, Hagar and Ishmael Saved by the Angel, Venus Surrounded by Nymphs Observing a Dance of Cupids Kemmañ
LuskadBaroque painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library Kemmañ
Gwener o tegouezhout gant Adonis, 1707, Firenze, Palazzo Pitti
Hunvre Aesklepios.

Sebastiano Ricci, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1659 e Belluna, en Veneto, ha marvet d'ar 15 a viz Mae 1734 e Venezia, zo ul livour barok italian eus dibenn ar XVIIvet kantved, desket e Venezia.

Labourat a reas e meur a gêr en Italia, hag ivez e Londrez, en Izelvroioù hag e Pariz. E 1718 e voe degemeret en Akademiezh al liverezh e Pariz. Eñ an hini a gasas ar varokelezh da Vro-Saoz pan eas di da chom, entre 1712 ha 1716.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Livio hag Andreana, ha badezet e voe e Bellune d'ar 1añ a viz Eost 1659. En 1671 e vije bet o teskiñ ar vicher e Venezia gant Federico Cervelli. Hervez Tomaso Temanza (1705 - 1789), e vije bet Sebastiano Mazzoni e vestr kentañ. Moarvat e oa bet gant Cervelli da gentañ, ha gant Mazzoni goude.

Labourat a rae Sebastiano Ricci er Rialto en 1678 en ur stal vihan, ha lardet en dije ur plac'h yaouank. Evit chom hep dimeziñ dezhi en dije klasket reiñ kontamm dezhi hep na vije marvet. Bac'het e voe ha divac'het a drugarez d'un den a renk uhel, eus an tiegezh Pisani moarvat. Neuze ec'h eas da gêr Bologna da chom. Eno e oa o chom e parrez Sant Vikael, er Mercato di Mezzo, pa voe urzhiet outañ, d'an 28 a viz Gwengolo 1682, un « Dibennañ Sant Yann Vadezour», evit chapel kenvreudeuriezh Sant Yann.

D'an 9 a viz Kerzu 1685 e reas kontrad gant kont San Secondo Parmense, e-tal Parma, da glinkañ chapel Gwerc'hez Serraglio, echuet gantañ dorn-ha-dorn gant Ferdinando Bibiena en miz Here 1687, gopret gant 4482 lur italian.

En 1686 e livas ur « Pietà » urzhiet gant an dug Ranuccio Farnese.

En Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Selene ha Endymion , 1714, Londrez, Chiswick House

En 1711 eo marteze e kuitaas Roma.

Roll e livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Aldo Rizzi, Sebastiano Ricci disegnatore, Electa - Milano 1975
  • Aldo Rizzi. Sebastiano Ricci, Electa - Milano 1989
  • Luigi Lanzi, « Storia pittorica dell'Italia », Bassano, 1789
  • Joachim von Derschau, « Sebastiano Ricci », Heidelberg, 1922
  • Vittorio Moschini, « La pittura italiana del Settecento », Milano, 1931. ISBN 8-88747-833-3
  • Roberto Longhi, « Viatico per cinque secoli di pittura veneta », Firenze, 1946
  • Giuseppe Delogu, « La pittura veneziana dal XIV al XVIII secolo », Venezia, 1958
  • Ettore Arslan, « Contributo a Sebastiano Ricci e ad Antonio Francesco Peruzzini », Torino, 1959
  • Rodolfo Pallucchini, « La pittura veneziana del Settecento », Venezia - Roma, 1960.
  • Rudolf Wittkower, « Arte e architettura in Italia, 1600 - 1750 », Torino, 1965. ISBN 8-80613-241-5
  • Giulio Carlo Argan, « Storia dell'arte italiana », Firenze, 1968
  • Jeffery Daniels, « L'opera completa di Sebastiano Ricci », Milano, 1976. ISBN 8-80429-091-9

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]