Seán Ó Ríordáin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Seán Ó Ríordáin

Seán Ó Ríordáin (3 a viz Kerzu 191621 a viz C’hwevrer 1977) zo unan eus barzhed iwerzhonek brudetañ an XXvet kantved. Ganet e voe e Baile Bhuirne, e gouezelegva Kontelezh Korkig (Corcaigh) e 1917, hag eno e tremenas e vugaleaj. Goude-se ez eas da Gorkig evit e studioù ha tremen a reas ar braz eus e vuhez er gêr-se. E zastumad barzhonegoù kentañ e voe Eireaball Spideoige, e 1952. Ur barzh kristen e oa Ó Ríordáin. Gwall glañv e voe a-hed e vuhez ha kalzik en deus skrivet diwar-benn ar vuhez hag ar marv.

E oberennoù[kemmañ]

  • Eireaball Spideoige, 1952.
  • Brosna, 1964.
  • Rí na nUile, 1967. Embannadur divyezhek eus barzhonegoù heniwerzhonek, kenembannet gant ar c’helenner Seán S. Ó Conghaile.
  • Línte Liombó, 1971.
  • Tar éis mo Bháis, 1978, embannet gant Seán Ó Coileáin.
  • Scáthán Véarsaí, 1980. Un dibab eus e varzhonegoù hag e skridoù all.

E-pad bloavezhioù ivez e skrivas pennadoù er gazetenn Irish Times. Embannet int bet e-barzh Cá bhFuil Éire? Guth an Ghaisce i bPrós Sheáin Uí Ríordáin, gant Stiofán Ó Cadhla (Dulenn, 1998).

E brezhoneg[kemmañ]

  • Al Liamm, niv. 120, En ezvezañs, Louc’h an treid, Yezh hanter din, barzhonegoù lakaet e brezhoneg gant Loeiz Andouard
  • Al Liamm, niv. 200, Kil an ti (Cúl an ti), barzhoneg lakaet e brezhoneg gant Loeiz Andouard
  • Barzhonegoù iwerzhonek, troet ha kinniget gant Éamon Ó Ciosáin, Skrid niv. 33, 1982. Pemp barzhoneg gant Seán Ó Ríordáin.