Seán Ó Néill

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Seán Ó Néill

Seán Donnaíleach Ó Néill (war-dro 1529/1530 - 1567) a oa ur priñs iwerzhonat, en Ulad. Graet e veze Shane O'Neill anezhañ gant ar Saozon ha lesanvet e veze ivez "Seán an Díomais" ("ar Balc'h").

Klask a reas Seán Ó Néill, e-hed e vuhez, dont da vezañ "Ó Néill Mór", e penn an tiegezh Ó Néill, hag evel-se roue Tír Eoghain ha larkoc'h. Abalamour da se en em gannas a-enep tud all eus an tiegezh Ó Néill, hag a-enep ar Saozon, a glaske en em ziazezañ en Iwerzhon dre lakaat disparti etre ar briñsed iwerzhonat.

A-bep-eil e klaskas ar Saozon ober emglev gantañ da stourm ouzh ar Skosiz staliet en arvor Aontroim, ar c’hlann Mac Domhnaill ; gant Skosiz Aontroim d’ober brezel ouzh Ó Néill ; pe c’hoazh gant an tiegezh Ó Domhnaill d’en em gannañ ouzh Ó Néill. A-bep-eil ivez e klaskas Seán Ó Néill ober emglev gant tud all da vezañ anavezet evel « ri » Ulad.


A-benn ar fin e voe faezhet Seán Ó Néill gant Aodh mac Maghnusa Ó Domhnaill (Hugh O Donnell), en un emgann d’an 8 a viz Mae 1567. Lazhet e voe d’an 2 a viz Mezheven er bloavezh-se war urzh Somhairle Buidhe Mac Domhnaill (Sorley Boy MacDonnell), eus Aontroim. Goude-se e voe kaset e benn da Zulenn, gant ar Saozon, evel prouenn eus e varv.