Sceilig Bheag

Eus Wikipedia
Sceilig Bheag , gwelet eus Sceilig Mhichíl.

Sceilig Bheag (hervez an iwerzhoneg pe Little Skellig (hervez ar saozneg) zo unan eus an div enezenn a ya d’ober enezeg Na Scealaga, en Iwerzhon.

Emañ Sceilig Bheag war-hed 15 km er mervent da aodoù Kontelezh Ciarraí. Ur garreg uhel ha serzh eo, a sav betek 134 metr a-us ar mor. Enni e neizh brasañ trevadenn morskouled Iwerzhon, gant 22 500 koublad e 1993. Ken niverus int ma seblant ar roc’h bezañ gwenn ganto. Ur gwarezva evned eo an enezenn abaoe meur a vloaz, ha reiñ a ra bod ivez da spesadoù all (boc’haned, torted, ereved...).