Scarlett Johansson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Scarlett Johansson, 25 bloaz, ganet e New York. Aktourez, kanourez. Anavezer abaoe The Horse Whisperer

Scarlett Johansson , ganet d'an 22 a viz Du 1984 e New York, a zo un aktourez ha kanourez stadunanat. Brudet eo dreist holl evit e kemer perzh 'barzh ar film The Horse Whisperer e 1998.


Taolenn

He buhez [kemmañ]

Ganet eo Scarlett Marie Johansson e New York eus un tad, Karsten Johansson, ur saver tier eus Danemark, hag ur vamm Melanie Sloan, produktour eus Polonia. He dad kozh, Ejner Johansson e oa ur skriver senario ha sevener. Scarlette 'zo geveled gant Adrian. He deux ivez ur c'hoazh hag ur breur, Vanessa aktourez ha Adrian aktour ivez. Hag Christian, ur breur all ganet eus un tad disheñvel.

Korget he deus he vicher aktourez da 8 vloazh en ur c'hoari e Sophisty war leurenn Broadway. Goude e c'hoari en he film kentañ L'irrésistible North gant Rob Reiner e 1994. Kenderc'hel a ra goude da gemer perzh e nebeut filmoù all met hep bezañ c'hoazh anavezet. N'eo ket nemet e 1998 pa c'hoari Scarlett e The Horse Whisperer gant Robert Redford ha Kristin Scott Thomas hag e c'hounez ur Young Star Award roet gant ar gelaouenn The Hollywood Reporters. Gant Lost In Translation e vez gounezet ganti priz an aktourez welañ eus ar bloaz 2003 o c'hoari en ur c'homedi pe ur film muzikal. Abaoe e c'hellomp welout anezhi e meur a film evel La Jeune Fille à la Perle, En Bonne Compagnie, Love Song gant John Travolta, The Island, Scoop, Le Dalhia Noir ha kalz reoù all ...


Sonerezh [kemmañ]

E 2005 e oa Scarlett sañset c'hoari en ur pezh c'hoari anvet La Mélodie du Bonheur, anavezet tre, met roet eo bet ar roll a-benn ar fin da Connie Fisher. Neuze e 2006 e soñj Scarlett kanañ 'barzh ar bladenn Unexpected Dreams – Songs From The Stars kanet gant meur a aktour all. Adkemer a ra ar ganaouenn Summertime eus George Gershwin.

E 2007 ec'h enroll kanaouennoù eus Tom Waits. He fladenn a vo anvet Anywhere I Lay My Head hag ar 7 a viz Here 2007 e voe embannet anezhañ.

Bremañ he deus Scarlett savet ur bladenn, Break Up gant Pete Yorn enrollet e penn kentañ 2009.


A close up of a smiling young woman, her blonde hair pulled back, wearing a silver tiara, silver earrings and a black cowl-necked coat. She is standing outside in bright sunlight.jpg

Bruderezh [kemmañ]

Goude ar sonerezh, ar sinema, setu bremañ Scarlett hag ar bruderezh. Enroll a ra un nebeut hini evit ar c'hwezh vat Eternity Moment eus Calvin Klein. Met n'eo ket nemet se, pozañ a ra Scarlett ivez evit skritelloù a bep seurt. E 2006 e krou Scarlett gant Reebok ur verk nevez : Scarlett 'Hearts' Rbk. Ur verk-votoù sport war ar marc'had abaoe miz Meurzh 2007.

Keñveriñ a ra Scarlett gant meur a gevredigezh : Louis Vuitton e 2005, L'Oréal e 2006, Moet & Chandon, Dolce & Gabbana hag Mango e 2009.

Roll filmoù [kemmañ]


Nobel Peace Prize Concert 2008 Scarlett Johansson Michael Caine.jpg


Prizioù: [kemmañ]

  • YoungStar Awards 1998 : Evit e kemer perzh 'barzj The Horse Whisperer
  • Toronto Film Critics Association Award 2001 evit an eil gwellañ rol 'barzh Ghost World
  • Chlotrudis Awards 2002: Eil gwellañ roll e Ghost World
  • Young Artist Awards 2002 : Gwellañ kasadenn hollek evit American Rhapsody
  • Young Artist Awards 2002 : Gwellañ aktourez evit American Rhapsody
  • Festival du Film de Venise 2003 : Upstream Prize eus a, aktourez wellañ e Lost in Translation
  • Boston Society of Film Critics Awards 2003 : Gwellañ aktourez evit Lost in Translation
  • Hollywood Film Festival 2003 : Diskuliadenn ar bloazh
  • BAFTA Awards 2004 : Gwellañ aktourez evit Lost in Translation
  • Los Angeles Film Critics Association Awards 2004 : Kasadenn wellañ ar bloaz evit Lost in Translation
  • Festival International du Film de Palm Springs 2004 : Priz ar wellañ den brudet gant un amzer da zont evit Lost in Translation






Pladennoù: [kemmañ]

  • 2007: Anywhere I Lay My Head
  • 2009: Break Up

Liammoù diavaez [kemmañ]