Sarn Helen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sarn Helen e-kichen Dolwyddelan.

Sarn Helen, pe Sarn Elen a-wechoù, eo an anv a vez graet eus un hent roman kozh e Kembre er c'hornôg, eus talek Canovium (Caerhun) en hanternoz betek Caerfyrddin er c'hreisteiz, en ur dremen hebiou Ffestiniog, Trawsfynydd, Dolgellau, Llanymddyfri ha Nidum (Castell-nedd). War-dro 250 km a hed eo.

Krediñ a reer e teu an anv eus Elen Luyddog, gwreg Macsen Wledig hervez ar vojenn.

Kreñvlec'hioù a-hed Sarn Helen[kemmañ]

Setu ar c'hreñvlec'hioù (caerau) roman a-hed Sarn Helen, eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz: