Sarah Siddons
Sarah Siddons (1755 - 1831) a oa un aktorez saoz ha brudetañ aktorez hec'h amzer.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Ganet e oa Sarah Kemble en Aberhonddu, e Sir Frycheiniog. Merc'h e oa da Roger Kemble (1721– 1802), un aktor a rene ur gompagnunezh bale-bro ma oa tud eus e diegezh, evel he mamm, Sarah "Sally" Ward (1735–1807). Daouzek bugel all a voe war-lerc'h Sarah, o merc'h henañ.
E 1773, da 18 vloaz, e timezas Sarah da William Siddons, un aktor, en desped d'he zud a felle dezho he dimeziñ d'un noblañs. Kaset e voe Siddons e-maez ar gompagnunezh ha Sarah a eas d'e heul.
E 1774 e reas berzh evel Belvidera er pezh Venice Preserved, skrivet gant Thomas Otway, ma voe taolet evezh outi gant an aktor meur David Garrick .
Bugale [kemmañ]
Seizh bugel he doe, pemp a varvas. Dispartiañ a reas diouzh he fried William Siddons.
Poltred Reynolds [kemmañ]
Joshua Reynolds en deus livet he foltred anvet , "Mrs. Siddons as the Tragic Muse," e 1784.
E 1950, Joseph Mankiewicz a implijas ar poltred en e film All About Eve.
Hiziv [kemmañ]
En Aberhonddu, kêr he c'havell, ez eus un ostaleri anvet Sarah Siddons, hag ur marc'h-du war an hent-houarn a zo ivez en hec'h anv.
He c'hoar, Ann Hatton, a oa romantourez brudet en hec'h amzer.