Sarah Records

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sarah Records a oa un ti-embann pladennoù dizalc'h hag az eas en-dro etre 1987 ha 1995. Krouet e voe e miz Du 1987 gant Clare Wadd ha Matt Haynes. Brudet eo an ti-embann evit bezañ embannet pladennoù sonerezh twee ha sonerezh indie pop. Etre 1987 ha 1995 e voe embannet 30 pladenn glok ganto, 100 pladenn single, 30 pladenn maksi hag ivez fanzinoù ha dastumadegoù. Brudet eo ivez evit goloioù ar pladennoù, hag a oa moullet e daou liv peurliesañ, abalamour da abegoù arzel hag ekonomikel. There and Back Again Lane a oa ar bladenn ziwezhañ embannet gant Sarah Records, ouzhpenn ar bladenn e oa ul levrig ennañ istor an ti-embann. Kemennet e voe e oa echu gant an ti-embann er c'helaouennoù breizhveuriat NME ha Melody Maker dindan an titl : A Day For Destroying Things. Matt Haynes a grouas an ti-embann Shinkansen Records e 1996.

Strolladoù bet skignet o fladennoù gant Sarah Records[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]