Sarah Biffen

Eus Wikipedia
Engravadur da Sarah Biffen
diwar un emboltred.
Ur poltred graet gant Sarah Biffen

Sarah Biffen (1784 - 1850) a oa ul livourez saoz hag a oa ganet hep brec'h ebet. 94 cm a uhelder e oa.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Sarah Biffen e miz Here 1784 e ti menajerien en East Quantoxhead, Somerset, hep brec'h ebet, ha gant tammoù divhar . Daoust d'he sioù e teskas lenn ha skrivañ gant he genoù. Gwriat a rae, hag ober gant nadoz ha sizailh. Da 12 vloaz e voe fiziet en un den anvet Mr. Dukes, da zeskiñ ur vicher. Hennezh a c'houneze arc'hant o tiskouez anezhi er foarioù dre bevar c'horn Bro-Saoz. Hervez a veze kontet eo Dukes a zeskas dezhi livañ evit sachañ muioc'h a weladennerien. En amzer-se e rae diskouezadegoù taolennoù, hag e werzhe anezho, hag e lakae an dud da baeañ da zont d'he gwelout o wriat, o livañ hag o tresañ.
Tresañ a rae an natur, livañ poltredoù bihan war an olifant, ha gwerzhañ a rae hec'h oberennoù e tri gine pep hini. Meulet e veze hec'h ampartiz ha chomet ez eus lod eus he zaolennoù bihan .