Sarah Bernhardt
Sarah Bernhardt, pe Henriette-Rosine Bernard hervez hec'h anv orin, ganet d'an 22 a viz Here 1844 e Pariz, ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 1923, a oa ur gomedianez c'hall. Ganet e oa bet e Pariz met Izelvroadez e oa he mamm - Julie Bernardt. Dianav he zad ha marteze ne oa ket gall kennebeut.
He mamm, c'hoant ganti da vezañ ur gourtizanez a-bouez eus an eil impalaeriezh, a gasas anezhi diwar he zro evit bezañ dieupoc'h. Kaset e voe neuze Sarah Bernhardt da Vreizh pa oa bugelig. Chom a reas 5 bloaz er vro hag ar brezhoneg a voe he yezh kentañ. Goude-se e voe kaset d'ur gouent hag eno e teskas ar galleg.[1]
Kregiñ a reas gant ar c'hoariva e 1862 hag a-drugarez da berzhioù e Phèdre ha da La Dame aux Camélia e teuas buan da vezañ brudet. Daoust ma ne rae nemet gant ar galleg e oa brudet en darn vrasañ eus Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika. Abalamour d'he doare-bevañ gwallskouerius e voe kalz tabud, avat.
E 1905 e c'hloazas he gar ha ret e voe he muturniañ. Daoust d'an dra-se ne baouezas da c'hoari, met ret e veze dougen anezhi d'al leur-c'hoari gant he skoazellerien peogwir ne c'helle bale ken. E 1922 e voe an dro diwezhañ d'he gwelet war ul leurenn. Marvet eo e 1923 e Paris.
Taolenn |
[kemmañ] Filmoù
- 1900 : Le Duel d'Hamlet gant Clément Maurice
- 1908 : La Tosca gant André Calmettes
- 1910 : Hamlet gant André Calmettes
- 1912 : La Dame aux Camélias gant André Calmettes et Henri Pouctal :(Camille)
- 1912 : Adrienne Lecouvreur gant Louis Mercanton et Henri Desfontaines
- 1912 : La Reine Élisabeth gant Louis Mercanton, Henri Desfontaines et Gaston Roudès
- 1912 : Sarah Bernhardt à Belle-Isle - (documentaire dans son propre rôle)
- 1915 : Mères Françaises gant Louis Mercanton et René Hervil(une infirmière de la Croix-Rouge)
- 1915 : Ceux de chez nous gant Sacha Guitry (documentaire biographique)
- 1916 : Jeanne Doré gant René Hervil et Louis Mercanton
- 1919 : It happened in Paris gant David Hartford - ganti eo savet an istor -
- 1923 : La Voyante gant Léon Abrams gant Louis Mercanton - (diechu)
[kemmañ] Lennadurezh
- Brandon, Ruth. Being Divine: A Biography of Sarah Bernhardt. London: Mandarin, 1992.
- Gold, Arthur and Robert Fitzdale. The Divine Sarah: A Life of Sarah Bernhardt. New York: Alfred A. Knopf, 1991.
- Lorcey, Jacques. Sarah Bernhardt, l'art et la vie, Paris : Éditions Séguier, 2005. 160 pages. Avec une préface d'Alain Feydeau. ISBN 2-84049-417-5.
- Menefee, David W. Sarah Bernhardt in the Theater of Films and Sound Recordings. North Carolina: McFarland, 2003.
- Menefee, David W. The First Female Stars: Women of the Silent Era. Connecticut: Praeger, 2004.
- Ockmann, Carol and Kenneth E. Silver. Sarah Bernhardt: The Art of High Drama New York: Yale University Press, 2005
- Skinner, Cornelia Otis. Madame Sarah. Paragon House, 1966.
- Snel, Harmen. "The ancestry of Sarah Bernhardt; a myth unravelled", Amsterdam, Joods Historisch Museum, 2007, ISBN 978-90-802029-3-1
[kemmañ] Liammoù diavaz
[kemmañ] Daveoù
- ↑ Hélène Tierchant, Sarah Bernhardt : Madame Quand même, éd. SW-Télémaque, coll. « Grands docs », 2009 (ISBN 978-2753300927)