Santez Katell (Caravaggio)

Eus Wikipedia
Santa Caterina d'Alessandria
Caravaggio, 1598-1599
Eoullivadur war lien
173 × 133 cm
Mirdi Thyssen-Bornemisza
Madrid
Spagn

Santez Katell (italianeg : Santa Caterina d'Alessandria) zo anv un daolenn gant al livour italian Caravaggio e 1598-1599 ha diskouezet er Mirdi Thyssen-Bornemisza e Madrid.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulennet e voe gant ar c'hardinal Francesco Maria Del Monte ouzh Caravaggio sevel an oberenn[1] e koun da brosez Beatrice Cenci (1577–1599), a voe lakaet d'ar marv pendegwir he devoa lazhet he zad a wallgase anezhi. Mennad ar c'hardinal eta e oa tostaat merzherinti Beatrice Cenci ha hini Santez Katell, jahinet ha dibennet o-div.

Da batrom e kemeras Caravaggio ar gourtizanez Fillide Melandroni. Serc'h d'an arzour e oa marteze, ha sachañ droug a reas warnañ. Poltredet e voe gantañ meur a wech : e Conversione della Maddalena, Giuditta e Oloferne, hag er poltred distrujet e Berlin e 1945.

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vaouez yaouank a weler gant ar rod, kleze, ha gwialennoù, binvioù he merzherinti .

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gérard-Julien Salvy, Le Caravage, Gallimard, coll. « Folio », 2008 (ISBN 978-2-07-034131-3), p. 130.