Sant Mechell

Eus Wikipedia

Sant Mechell, pe Fechell Sant e kembraeg, a oa ur manac'h brezhon eus ar VIvet kantved hag a savas manati Llanfechell en Enez Mon, e gwalarn Kembre, e-lec'h ma vefe beziet. Lavaret e vez e oa Breizhad a orin.

Adalek ar XIVvet kantved e voe droukvesk etrezañ ha Sant Machudd, ur C'hembread a vije bet eskob Caerwent a veze droukvesket gant Sant Maloù. Lidet e vez d'ar 15 a viz Du, evel Sant Maloù.

En un dornskrid eus ar XVIIvet kantved (Llanstephan MS. 125) ez eus meneg eus ur varzhoneg kembraek anvet "Cywydd i Fechell Sant" ma lenner diwar-benn Mechell e oa mab da Echwys ab Gwyn Gohoew, hag en doa graet burzhudoù: reiñ buhez en-dro d'ur ramz marv, d'ober dezhañ dont da gristen, treiñ laeron e peulvanoù, dallañ rener al laeron ha paraeañ anezhañ goude. Abalamour da se e voe roet douar dezhañ da sevel e vanati.