Sant Aubert

Eus Wikipedia
Ur pennad Aubert zo ivez.
Sant Aubert

Sant Aubert, pe Aubert d'Avranches e galleg, ganet en 660 ha marvet war-dro 725, a oa eskob Avranches, e kornôk Normandi Manche), hag a ziazezas abati Menez Mikael ar Mor, en VIIIvet kantved. Lidet e vez d'an 10 a viz Gwengolo.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa nepell diouzh Avranches en un tiegezh uhel en amzer ar roue frank Childebert IV. E 704 e voe anvet da eskob Avranches goude marv an eskob kozh[1].

Skrivet eo bet e vuhez er Revelatio ecclesiae sancti Michaelis in monte Tumba (pe Revelatio hepmui) e deroù an IXvet kantved gant ur chaloni eus ar manati ha kaoz er skrid eus mojenn sant Aubert hag an aerouant.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Patrice de Plunkett, Les romans du Mont Saint-Michel, Éditions du Rocher, 2011, 318 pajenn