Sant-Yagu-an-Enez

Eus Wikipedia
Sant-Yagu-an-Enez
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallek (ofisiel) Saint-Jacut-de-la-Mer
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Dinan
Kanton Plouvalae
Kod kumun 22302
Kod post 22750
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Pithois
2020-2026
Etrekumuniezh Dinan Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Dinan
Lec'hienn web (fr)www.mairie-saintjacutdelamer.com
Poblañsouriezh
Poblañs 910 ann. (2020)[1]
Stankter 312 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 35′ 52″ Norzh
2° 11′ 20″ Kornôg
/ 48.597777778, -2.188888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 20 m
bihanañ 0 m — brasañ 43 m
Gorread 2,92 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Yagu-an-Enez


Sant-Yagu-an-Enez a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Plouvalae e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant-Yagu-an-Enez a vez graet eus ar gumun e brezhoneg, ha neket Sant-Yagu-ar-Mor e-giz ar galleg, rak e-pad pell e oa un enezenn anezhi. Staget e voe-hi tamm-ha-tamm ouzh an douar-bras, gant an traezh berniet a bep tu d'ar roudour, e bae an Argenon ha hini Beaussais. E-pad pell e reas Santyaguiz l'Isle (an Enez) eus o c'humun, hag el lec'hanvadurezh e chom roudoù eus ar mare-se, da skouer le Chef de l'Isle, ar gêriadenn e penn pellañ ar gourenez.
Eviti da vezañ enkelc'hiet gant eskopti Sant-Maloù e oa stag ouzh eskopti Dol

  • Landoag, pe Landouar (?) e oa anv ar barrez a-raok donedigezh an daou vreur Yagu ha Gwezhenneg, menec'h a Vro-Gembre, a ziazezas ur manati eno er Vvet kantved.
  • 878 : devet ar manati gant an Normaned
  • 1008 : adsavet an abati
  • 1790 : savet ur gumun anvet Isle-Jacut ha goude Port-Jacut.
  • 1873 : anvet Saint-Jacut-de-la-Mer.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E penn kentañ an XXvet kantved e oa Sant-Yagu ur porzh pesketaerezh a-bouez, evit ar brizhilli dreist-holl. E 1930 e oa an eil porzh brasañ e departamant Aodoù-an-Hanternoz.

Diwar ar mor e veve tud ar gumun, ha daoust dezho bezañ o chom en ur c'hourenez e oa dishañval-mat o zemz-spered diouzh hini tud an trowardroioù. Lod kontadennoù dastumet er c'horn-bro gant Paul Sébillot zo enno fentigelloù diwar-goust Santyaguiz.

  • En deiz a hiziv ez eo Sant-Yagu ul lec'h touristel, perc'hennet muioc'h-mui gant tud eus an diavaez, e-kreiz Aod an Emrodez. Beg ar Cheved, traezhenn ar Rougerais hag an Enez Vihan eo al lec'hioù muiañ-gweladennet.

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 41 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,66 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 20 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Brezelioù didrevadennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Indez-Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An iliz katolik kozh.
  • Iliz katolik Sant Yagu.
  • An abati.
  • Monumant ar re varv dirak ar vered, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[4]. Dioueliet e voe d’an 8 a viz Du 1925[5].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[6].

Emdroadur ar boblañs 1962-2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kembre Cydweli (Kembre)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]