Sancho Garcés III Navarra

Eus Wikipedia
Sancho Garcés III Navarra e oa galloudusañ roue ledenez Iberia en XIvet kantved

Sancho Veur, pe Sancho III, pe Sancho Garcés III Navarra (992 - 1035), lesanvet el Mayor pe el Grande, a oa Roue Pamplona, en amzer rouantelezh Nájera-Pamplona, entre ar bloavezhioù 1000-1035, kont Sobrarbe ha Ribagorza (1018-1035) ha Roue Kastilha ha Monzón (1029-1035).

Mab e oa d'ar roue García III Navarra ha da Jimena Fernández (marvet war-dro 1035). Kont Aragon e voe etre 1028 ha 1029. En e amzer e teuas e rouantelezh da vezañ ar galloudusañ rouantelezh eus al ledenez. Meneg a veze graet anezhañ evel rex Ibericus pe rex Hispaniarum hag Impalaer ar Spagnoù n'ouzer ket gwall vat pegoulz.

Rouantelezh Pamplona da varv Sancho III el Mayor (1035)

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent dimeziñ en doe ur mab bastard digant e serc'h Sancha de Aibar:

Dimeziñ a reas en 1010 da Munia Mayor ha pemp bugel o doe:

War e lerc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv e voe rannet e rouantelezh entre e bevar mab :