Samuel Johnson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Samuel Johnson, poltredet gant Joshua Reynolds, Tate Gallery.

Samuel Johnson (17 a viz Gwengolo 1709 - 13 a viz Kerzu 1784) a oa ur skrivagner, ur buruteller hag ur geriadurour saoz. Oberennoù a bep seurt a skrivas, barzhonegoù, arnodskridoù, pennadoù burutellañ, buheskridoù hag ur geriadur.

Ur perzh bras a gemeras Samuel Johnson e buhez lennegel Bro-Saoz en e amzer ha daremprediñ a reas kalz a lenneien all eus ar mare-hont evel Oliver Goldsmith, Edmund Burke, David Garrick ha James Boswell, hag a gontas buhez Johnson en ul levr.

E vuhez hag e oberenn[kemmañ]

Ganet e voe Samuel Johnson e Lichfield, e Staffordshire ; mab e oa d'ur marc'hadour levrioù. Mont a reas d'ar Pembroke College en Oxford, met goude bloaz e rankas dilezel e studi, dre ziouer a arc'hant. Kregiñ a reas da labourat, hep diplom ebet, evel kelenner, hag e 1737 ez eas da Londrez. Eno en em lakaas da labourat evit ur gelaouenn anvet The Gentleman's Magazine. E-touez ar skridoù kentañ embannet gantañ da neuze e c'haller menegiñ barzhonegoù evel "London" (1738)ha "The Vanity of Human Wishes" pe ar pezh-c'hoari "Irene".

Kregiñ a reas Samuel Johnson da sevel ur geriadur saozneg ha goude nav bloavezhiad labour e voe embannet gantañ A Dictionary of the English Language, e 1755. Kalz a levezon en devoe ar geriadur-se war ar saozneg ha lavaret ez eus bet diwar e benn e oa "one of the greatest single achievements of scholarship."[1] Gant ar pezh labour-se e teuas brud da Johnson. E-pad pell e voe sellet ouzh e oberenn evel ar geriadur saozneg gwellañ, betek ar mare ma voe embannet an Oxford English Dictionary, 150 vloaz diwezhatoc'h.[2] Diwezhatoc'h e skrivas oberennoù all evel The History of Rasselas, Prince of Abissinia hag adembann a reas, gant notennoù, pezhioù-c'hoari William Shakespeare, en eizh levrenn. E 1763 e reas anaoudegezh gant James Boswell ha diwezhatoc'h ez eas da Vro-Skos gant hennezh, ha kontañ a reas o beaj en e levr brudet A Journey to the Western Islands of Scotland. E dibenn e vuhez e embannas ur mell levr anvet Lives of the Most Eminent English Poets, un dastumad pennadoù war barzhed saoznek eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved hag a reas kalz a verzh.

Mervel a reas e Londrez d'an 13 a viz Kerzu 1784 ha beziet e voe en Abati Westminster. Er bloavezhioù goude e varv e voe douget bri dezhañ evel buruteller lennegezh hag e-pad pell e voe sellet outañ evel brasañ buruteller al lennegezh saoznek.[3]

Notennoù[kemmañ]

  1. Bate, Walter Jackson (1977), Samuel Johnson, New York: Harcourt Brace Jovanovich, p. 240
  2. Lynch, Jack (2003), Samuel Johnson's Dictionary, New York: Walker & Co, p. 1
  3. Winters, Yvor (1943), The Anatomy of Nonsense, Norfolk, Conn.: New Directions, p. 240