Samuel Gottlieb Gmelin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Samuel Gottlieb Gmelin.

Samuel Gottlieb Gmelin, bet ganet e Tübingen (Impalaeriezh santel roman german d'ar mare-se) d'ar 4 a viz Gouere 1744 hag aet da Anaon en Achmedkent (Dagestan a-vremañ) d'ar 27 a viz Gouere 1774, a oa un ergerzher, ur mezeg hag un naturour alaman hag a lakaas e varregezhioù e servij Impalaeriezh Rusia.

Lod e oa eus ur familh a skiantourien vrudet : e dad Johann Konrad Gmelin (apotiker ha surjian, 1707-1759), e eontr Johann Georg Gmelin (kimiour ha louzawour, 1709-1755) hag e genderv Johann Friedrich Gmelin (kimiour ha naturour, 1748-1804).

Graet e vez gant ar berradur boas S.G.Gmelin (pe Gmelin c'hoazh) e metoù al loenoniezh.

Listenn al laboused studiet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • R
rulosteg du (Phoenicurus ochruros),
  • S
skoul gwenn (Circus macrourus).