Samuel Bellamy

Eus Wikipedia

Ur bajenn disheñvelout Bellamy a zo ivez.

Samuel Bellamy (?- 1717) a oa ur flibister saoz, anvet ivez Black Sam pe Black Bellamy, ha lesanvet Priñs ar Vorlaeron. E vugaleaj a gasas en Devonshire. Hervez lod en dije kuitaet Bro-Saoz evit mont da Amerika gant ar pal dont da vezañ pinvidik. Unan bennak a roas argant a-walc’h dezhañ da aozañ e droad. Lakaet en doa da bal adkavout teñzorioù spagnol beuzet e-kichen aodoù Amerika ar Su, met ne gavas netra hag e tistroas d’ar gêr. Dimeziñ a reas hag e familh en em stalias nepell eus Canterbury. Met fellout a reas dezhañ mont war vor en-dro, neuze e voe degemeret war vag Benjamin Hornigold, un den a oa brudet evit bezañ jentil gant ar brizonidi, hag ivez peogwir e chome hep tagañ ar bagoù saoz. Pa chomas Hornigoldd a-sav gant e vicher e kemeras Bellamy e blas.

Berzh a reas Bellamy pa breizhatas en Antilhez. Brudet eo evit ar prezegennoù a embanne evit kalonekaat e skipailh. Hag ivez peogwir e soursie eus buhez e skipailh, ha zoken eus hini e brizonidi. Trumm e chomas a-sav gant e vicher morlaer d’ar 27 a viz Ebrel 1717, pa’z eas d’ar strad er- maez Cap Cop (Massachusetts) asambles gant e vag anvet Whydah Gally (Whydah a zo anv ur porzh kenwerzh afrikan e-kostez Aod an Olifant; Gally '(galley),a dalve galeoù) abalamour d’an arnev. En e vag e oa d’ar mare-se pinvidigezhioù laeret war 53 bag. Daou zen nemetken a zreistvevas. Unan anezho az eas diwar wel, egile, anvet Thomas Davis, a embannas e-pad e brosez e oa 180 sac’had aour hag argant war vourzh ar Whydah pa’z eas d’ar strad. Sañset en dije lavaret Bellamy e-pad e brosez e 1720 (ar pezh a zo iskis rak mervel a reas e 1717) : Kondaonet omp gnt an hailhoned-se, padal n’eus ken neemt un diforc’h etrezo ha ni : a-drugarez d’al lezenn e laeront digant ar e baour, padal e laeromp-ni digant ar re binvidik hag hon arm nemetañ eo hon nerzh-kalon. Gant Barry Clifford hag ur skipailh splujerien eo bet adkavet e vag e 1984, enni armoù, pezhioù moneiz, bravigoù ha traoù all.