Samourai deeper kyo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Samurai Deeper Kyo (サムライ ディーパー キョウ, Samurai Dīpā Kyō ) a zo ur manga skrivet gant Akimine Kamijyō. Bez ez eus 38 levr. Embannet eo gant Kana e Bro Frans, e-barzh ar rummad Dark Kana. E miz Ebrel 2008, 38 levr 'zo bet troet e galleg. Samurai Deeper Kyo a zo skrivet nemetken gant pennlizherennoù; gwelet e vez ivez ar skritur-mañ « SDK ». An istor a c’hoarvez e bro Japon pevar bloavezh goude ar brezel Sekigahara e 1600.


Istor[kemmañ]

Kyoshiro Mibu a zo un apotiker tost evel ar re all. En e gorf emañ ene Kyo “Lagad an diaoul“, an hini hag deus lazhet 1 000 den.

Yuya, ur plac’h yaouank a zo o klask tapout Kyo evit kaout an arc’hant prometet d’an hini a gemero penn Kyo. Met dont a ra war wel Kyo nemet pa vez kemeret gant Kyoshiro e sabrenn, Kyo a gemer neuze plas Kyoshiro hag e teu da vezañ drouk gant e zaoulagad ruz.

Met ur wech e kemer Kyo plas Kyoshiro da viken. Hennezh a ziviz da vont da glask e gorf kuzet en ul lec’h bennak er bed gant sikour Yuya hag a zo deut amourous gantañ. War an hent e kavint enebourien evel : Fubuki, Hishigi, Tokito, Yuan, Chinmei Keikoku , Saishi, Shinrei, Taihaku. Met kavout a rint ivez mignoned evel : Sakuya, Izumo no Okuni, Tigre rouge, Akira, Bontenmaru, Luciole, Akari. Lod anezho a sikouro Kyo. Ganto e tremeno an istor.


Traou istorel[kemmañ]

Samurai Deeper Kyo a zo un istor e bro Japon, e-penn-kentan an amzervezh Shogunat eus an Tokugawa. Ar c’hilsell eus an istor a ziskouezh traou istorel evel ar brezel eus Sekigahara. Bez ez eus ivez tudennou manga hag o deus bevet evit gwir, evel ar re mañ : Yukimura Sanada, Nobuyuki Sanada, Ieyasu Tokugawa, Hidetada Tokugawa, Sasuke Sarutobi, Izumo no Okuni, Muramasa Sengo, Masamune Date, Nobunaga Oda.


Armoù[kemmañ]

E-pad ar brezeliou, ur bern armoù a zo implijet gant an tudennoù. Lod a zo brudet ha lod all a zo strobinellus peogwir eo an arm hag a choazh gant piv e c’hellfe bezañ implijet. An holl armoù-se a zo bet krouet gant un den : Muramasa, anvet e vezont sabrennoù Muramasa. An armoù-se a zo ar re nemeto hag a c’hell lazhañ ar roue kozh, (Roi rouge), penn ar c’hlan Mibu.


Brezel[kemmañ]

An emgannoù el levrioù kentañ a implije nemet ar sabrenn. Seul vuioc’h e zae an istor war raok seul vuioc’h e oa emgannioù gant ar c’heñvder fizikel ha speredel.


Envelderiou gant an RPG[kemmañ]

Tu zo dezastum ar manga-mañ a zo evel ur RPG. An tudennoù a deu da vezañ krenfoc’h krenfañ e pad an istor ; evel ma pignont liveoù hag e c’hounezont skiant prenet da bep emgan. Strollad an haroz a zo evel unan eus ur RPG : Kyo eo an den gant barregezhioù kempouez, Yuya eo ar pareour eus ar strollad. Bontenmaru eo ar Berserker, Akira ha Luciole a zo evel ar strobineller.


Tudennoù[kemmañ]

Kyo aux yeux de démon (鬼眼の狂 (onime no kyō) e japonais), lesanvet l'Invincible pe le démon aux 1000 victimes a zo an dudenn pennan eus ar manga Samurai deeper Kyo. E penn kentañ an istor emañ e-unan, klask a ra e gorf gwirion.


Yuya Shiina (anv japaneg : 椎名 ゆや) a zo un dudenn eus ar manga Samurai deeper Kyo. Ur plac’hig 16 vloaz eo.Anvet eo « La fille qui se trouve partout sur la route de Tokai ».Ar plac’h nemeti a vez gwelet e-pad hir amzer. Farsus eo met ret eo bepred d’unan bennak sikour anezhi e pad an emgannoù.

Tigre rouge ( e Japaneg 紅虎 Benitora). An dudenn-se en deus bevet evit gwir, bez e oa an eil mestr “shogun“ eus bro Japon. Barrek eo evit an emgannoù. Sikour a ra Kyo bepred.