Sam Nujoma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sam Nujoma.jpg

Sam Daniel Shafiishuna Nujoma (ganet d'an 12 a viz Mae 1929) zo ur politikour bet prezidant kentañ Namibia.

E 1960 e teuas da vezañ prezidant ar SWAPO. Goude bezañ goulennet en aner digant ar Broadoù Unanet lakaat Suafrikaned da baouez gant o zrevadennerezh e Mervent Afrika (anv kent Namibia) ec'h aotreas an emsav armet e 1966. Deroù brezel dieubidigezh Namibia e voe. Dre ma oa Nujoma e penn ar SWAPO e voe lakaet da brezidant Namibia pa voe dizalc'h ar vro e 1990. Addilennet e voe e 1994 hag e 1999 gant ouzhpenn 76% eus ar mouezhioù bewech.