Salome merc'h Herodiadez
- Ur pennad Salome zo ivez.
Salome (Σαλώμη / Salōmē, e gregach), a-wechoù Salome II , ganet war-dro -14 ha marvet etre 62 ha 71), a oa ur briñsez yuzev eus ar Iañ kantved.
Merc'h e oa da Herodez Filipos Iañ ha da Herodiadez. Div wech e timezas.
Da gentañ d'hec'h eontr, Herodez Filipos II , a oa hantervreur d'he zad. Da eil da Aristobule de Chalcis, roue Armenia Minor
Merc'h-kaer e oa da Herodez Antipas[1]. Dañset brav he devoa dirak lez ar roue, he leztad Herodez Antipas, ken en doa prometet ar roue reiñ dezhi pezh a gare. Evit ober plijadur d'he mamm e c'houlennas ma voe degaset penn Yann ar Badezour war ur plad. Oscar Wilde an hini a ra "dans ar seizh gouel" eus an dañs-se.
Taolenn |
En Aviel[kemmañ]
Anavezet eo dre an Testamant Nevez, dre pennadoù eus Aviel Mark (6:17-29) hag Aviel Mazhev ( 14:3-11) , met n'eo ket roet hec'h anv.
En Antiquitates[kemmañ]
Anavezet eo avat dre oberenn Flavius Josephus, Antiquitates Judaicae, ma kaver hec'h anv ha munudoù a-zivout he familh.
Lennegezh[kemmañ]
E galleg[kemmañ]
- Al légende dorée gant Jacques de Voragine
- Hérodias gant Gustave Flaubert
- A rebours gant Huysmans
- Les Noces d’Hérodiade gant Mallarmé
- Hérodiade gant Théodore de Banville
- Salomé, pezh-c'hoari gallek gant ar skrivagner saoz Oscar Wilde , embannet en 1893. Er pezh emañ «Dañs ar seizh gouel»
- Salomé, barzhoneg gant Guillaume Apollinaire, en dastumad Alcools, en 1913
E saozneg[kemmañ]
- Salome, barzhoneg gant Carol Ann Duffy
Liverezh[kemmañ]
Er XVvet kantved e voe awenet meur a livour gant Salome :
- livourien alaman ha flandrezat, evel Rogier van der Weyden, Memling ha Lucas Cranach an Henañ.
- livourien italian evel Botticelli, Sebastiano del Piombo, Tizian, Caravaggio, Battistello Caracciolo, Guido Reni, le Guerchin, Carlo Dolci. Darn anezho a livas Salome meur a wech, evel Tizian ha Caravaggio.
Sonerezh[kemmañ]
- Hérodiade, c'hoarigan gant Massenet (1881)
- Salomé, pezh-c'hoari gallek gant Oscar Wilde, (1893), troet e saozneg gant Lord Alfred Douglas, 1895.
- Salome, c'hoarigan gant Richard Strauss e 1905, diwar an droidigezh alamanek (gant Hedwig Lachmann, mamm-gozh Mike Nichols) eus pezh Oscar Wilde.
- Salomé, c'hoarigan gant Antoine Mariotte (krouet en 1908)
Filmoù[kemmañ]
- Salomé, film gant Charles Bryant e 1923,
- Salomé, film gant William Dieterle e 1953,
- Salomé, film gant Carlos Saura e 2002.
Notennoù[kemmañ]
- ↑ Mireille Hadas-Lebel, « Généalogie des Hérodiens », e-barzh Rome, la Judée et les Juifs, éd. Picard, 2009, Patrom:P.44.