Salman Rushdie

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Salmon Rushdie 2012

Ahmed Salman Rushdie (सलमान रश्दी en hindi, سلمان رشدی en ourdou) (ganet d'an 19 a viz Mezheven 1947 e Mumbai) zp ur skrivagner saoznek genidik eus India. Dont a reas brud dezhañ gant e eil romant, Midnight's Children (1981), ha gantañ e c'hounezas ar Booker Prize.

Kavet e voe abeg en e bevare romant, The Satanic Verses (1988), gant muzulmiz eus an tu pellañ. Embannet e voe ur fatwa (kondaonidigezh) gant an Ayatollah Khomeini en Iran, o c'hervel ar "vuzulmiz vat" da lazhañ Salman Rushdie abalamour m'en dije kunujennet an islam en e levr, a-hervez. Ret e voe d'ar skrivagner mont kuit diouzh India ha bevañ damguzh en estrenvro. Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ziskouez en-dro e lec'hioù foran avat. Emañ o vevañ e Bro-Saoz.