Salaun (roue Breizh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVvet kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVvet - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1187 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1187 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Charlez Bleaz
Tiegezh Monforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin a Roc’han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-

Salaun (?-†874), mab da Riwalon, kont Poc'her, a zo bet roue Breizh etre 857 ha 874. Dont a ra e anv eus hini Salomon, roue an Hebreed. Salamun e oa ar stumm kozh, aet da Salavun ha Salaun. Ur sant eus an Iliz katolik eo ivez

Dont a reas da vezañ roue Breizh e 857 goude bezañ muntret ar roue Erispoe, mab da Nevenoe ha kenderv dezhañ. Ne blije ket dezhañ gwelout Breizh o tostaat ouzh Bro-C'hall dre un dimeziñ. Prest e oa Erispoe da eurediñ e verc'h gant Loeiz, mab da Karl Voal, ar roue frank, diwar ali Alkmar, eskob Naoned.

Ar roue Salaun

E 863, dre Emglev Entrammes (Mayenne), ez eas Maine hag ul lodenn eus Anjev gantañ, diwar-goust ar Franked. E 868, dre Emglev Compiègne e c'hounezas ar c'hotentin, Bro-Avrañch hag Inizi Mor Breizh. Evel-se e tizhas Breizh ar brasañ gorread he deus bet bizskoazh.

Klask a reas Salaun distagañ eskibien Breizh eus arc'heskob Teurgn ha goulenn a reas digant ar pab lakaat eskopti Dol da vezañ un arc'heskopti. War an entremar e chomo statud Dol o vezañ ma oa gwelet evel an arc'heskopti gant ar Vrezhoned. Un asant a roas ar pab e 1076 pa gasas ur pallium, arouez ar garg, d'an arc'heskob Even. Cheñch a reas an traoù gant ar pab Inosant III pa urzhias e 1199 adlakaat beli arc'heskob Teurgn war an eskibien e Breizh.

E 853 e savas ur manati, dediet da sant Masen e Masen-Skirieg (Il-ha-Gwilen).

E dibenn e ren en em dennas en ur manati, er Merzher-Salaun pe e Lanwelan, evit goulenn pardon digant Doue eus muntr Erispoe. Eno e voe drouklazhet d'ar 25 a viz Mezheven 874 gant e zeuñv Paskwezhen harpet gant Gurwant, deuñv Erispoe : « Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »[1]).

Lakaet e voe ar roue da sant e 910 abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan[2]).

Notennoù[kemmañ]

  1. Alban Butler, Jean François Godescar, Vies des pères, martyrs et des autres principaux saints, Volume 4, Lyon, F.Guyot, 1844
  2. lec'hienn ar Vatikan
En e raok:
Erispoe
Roue Breizh
thum
War e lerc'h:
Paskwezhen pe Gurwant