Saiga
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
![]() |
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
| Kerentiad : | Bovidae | ||||
| Iskerentiad : | Antilopinae | ||||
| Genad : | Saiga | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Saiga tatarica Linnaeus, 1766 |
|||||
|
|||||
Ar saiga (Saiga tatarica) a zo un antilopenn hag a vev en un nebeud tachadoù e Kalmoukia, Kazakstan ha Mongolia. Ar spesad nemetañ eo er genad Saiga.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Heverk eo ar saiga dre e fri fiñv-difiñv a denn d'un drompilh hag a servij da dommaat an aer analet diouzh ar goañv ha silañ ar poultr diouzh an hañv. Kerniel garanet zo war penn ar par.
War-dro 70 cm - 80 cm eo ouzh an draen hag etre 1 m hag 1,5 m a hirder. War-dro 40 kg a bouez eo ar saiga deuet d'e oad.
Arvelen ha berr eo e vlevenn diouzh an hañv, gris ha hir diouzh ar goañv.
Gouennañ [kemmañ]
Tizhet e vez o oad gour gant ar parezed d'an oad a 7 pe 8 miz ha gant ar pared da 2 vloaz.
Ar gouennañ a c'hoarvez e miz Kerzu. An dougen a bad 5 miz ha ganet e vez daou venn. Denañ a ra an hini yaouank e-pad 4 miz met gouest eo da beuriñ 1 sizhun goude e c'hanedigezh.
Emzalc'h [kemmañ]
Da vare ar gouennañ en em vod ar saigaed hag ober strolladoù 5 - 10 parez gant ur par. D'ar mare-se e c'hoarvez emgannoù feuls etre ar pared betek ma vefe lazhet unan anezho a-wechoù.
Peuriñ a ra ar saiga diouzh an deiz ha, diouzh an noz, e toull ur c'hleuz en douar evit kousket.
Preizhata [kemmañ]
Preizhataer pennañ ar saiga eo ar bleiz. Al louarn hag ar c'hi a dag ar menned nevez-ganet.
Priziet eo o c'herniel er medisinerezh sinat evit lazhañ an derzhienn.
