Sachsen-Eisenach
Eus Wikipedia
Ti an Duged en Eisenach
Dugelezh Sachsen-Eisenach zo un dugelezh alaman krouet e dibenn ar XVIvet kantved, da varv an Dug Johann Friedrich II.
Istor [kemmañ]
Tri marevezh zo bet en he buhez:
- 1596-1638, pa renas Johann Ernst de Sachsen-Eisenach. Bugel ebet n'en doe, ha rannet e voe e zugelezh etre Sachsen-Altenburg ha Sachsen-Weimar.
- 1640-1644: adsavet e voe an dugelezh evit Albrecht von Sachsen-Eisenach, ur mab d'an Dug Johann II von Sachsen-Weimar. Mervel divugel a reas
Albrecht ha rannet e voe Sachsen-Eisenach etre Sachsen-Gotha ha Sachsen-Weimar.
- 1662-1809: adsavet e voe en 1662, evit ur mab da Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar.