Sach-fun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sach-fun

Sach-fun pe c’hoari sachañ war ar fun, zo ur sport ma kevez daou skipailh war un dro an eil ouzh egile, war-bouez nerzh o divrec’h.

Evit c’hoari e tap krog daou skipailh eizh den pep hini e penn ur fun (e-tro 10 cm a drohed dezhi). N'hall ket pouez hollek ar skipailhoù bezañ uheloc’h eget ur pouez bennak lakaet en a-raok evit termeniñ rummad ar skipailhoù. Merket eo ar fun gant ul linenn greiz ha daou verk all da bevar metr a bep tu d'al linenn greiz. Kregiñ a ra ar skipailhoù gant linenn greiz ar fun dres a-us d'ul linenn merket war al leur. Ur wech lañset ar c’hrogad e sach pep skipailh eus e du evit lakaat merk pevar metr ar skipailh all da dreuziñ al linenn war al leur. Gounenet e vez an dro pa vez bet treuzet al linenn pe pa vez bet graet ur fazi gant unan eus an daou skipailh (da skouer pa azez pe pa gouezh ezel ur skipailh bennak).

Kluboù sach-fun zo e kalz broioù. Merc’hed ha paotred a c’hall kemer perzh.

Kevezadeg sach-fun e-pad c'hoarioù olimpek hañv 1904
Skipailh an Izelvroioù e Kamionad ar Bed e 2006

Er C'hoarioù Olimpek eo bet ar sport-mañ eus 1900 betek 1920, met dilezet eo bet abaoe. C’hoariet e vez sach-fun e-pad ar C'hoarioù Etrebroadel. Aozañ a ra Kevread Etrebroadel ar Sach-fun (KES) pe an Tug of War International Federation (TWIF) Kampionad ar Bed dre vroadoù bep daou vloaz. C’hoariet e vez er-maez met ivez e salioù. Ur genstrivadeg all zo dre skipailhoù klub ivez.

Sach-fun

Sach-fun zo bet implijet en un doare skeudennek evit aroueziñ ar brezel etre daou gamp dre ziskouez e nerzh hag e youl hep kaout ezhomm d'en em gannañ. Alies e lakaer un trede skipailh ouzh al linenn greiz da c’hoari an tredeog.

Mat da c’houzout[kemmañ]

  • Ar gordenn implijet evit c’hoari sach-fun e Uiryeong Keunjulttaenggigi (15 a viz Genver en deiziataer sinaat) zo 251 metr hir ha 4,5 metr a drohed dezhi. 54,5 tonenn pouez zo enni. [1]
  • Ar gordenn implijet evit c’hoari sach-fun e Naha Oōtsunahiki (10 a viz Gwengolo) zo 200 metr hir hag enni ez eus ouzhpenn 40 tonenn pouez.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.


Sach-fun er C’hoarioù Olimpek hañv
1900 | 1904 | 1908 | 1912 | 1920