Sac'h-dorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maouezed e Pariz e 1799 gant o seier-dorn. E-kerzh an dispac'h gall zoken e oa galloud gant ar c'hiz.
Un itron gant he sac'h-dorn, war-dro 1860.Livadur gant Moritz von Schwind.
Sac'h indian.
Sac'h un dastumerez delioù koka, eus Perou.
Seier-dorn a verniadoù e bazr Istamboul, e Turki.
Krokodiled diouzh ar c'hiz a-benn ar fin a-drugarez d'ar seier-dorn e Bristol Zoo, Bro-Saoz.

Ur sac'h-dorn zo ur sac'h da zougen en dorn, hag a servij d'ar merc'hed da lakaat pezh o devez ezhomm pa vezont o pourmen e kêr: yalc'h, alc'hwezioù, paperioù, lunedoù, pakad-sigaretennoù, melezourig, livachoù-dremm. Ur c'hodell vras zo ennañ ha meur a c'hodell vihan alies. Douget e vez en dorn, met darn zo deuet da vout seier-skoaz kentoc'h.

Istor[kemmañ]

Seier a veze gant ar maouezed henbobloù Amerika e meur a gornad; seier labour a oa ivez, peogwir e tastument delioù koka e seier danvez.
En Europa e veze paneroù kentoc'h gant ar maouezed pa'z aent da brenañ diankachoù. n'eo ket ar maouezed a renk uhel a brene o boued : ar mitizhien a oa graet evit se, ha paneroù eo a veze ganto.
Seier bihan avat a veze gant ar maouezed a renk uhel a yae da redek ar stalioù-dilhad.

Giz[kemmañ]

Ur rikoù diouzh ar c'hiz eo ar sac'h-dorn, hag un dra da ziskouez eo ivez, hag a c'hall bezañ gwerzhet ker-ruz gant marc'hadourien veur ar c'hiz.

Lennegezh[kemmañ]

Er pezh The Importance of Being Earnest gant Oscar Wilde e oa bet kavet Jack Worthing en ur sac'h-dorn (handbag) e porzh-houarn Victoria Station (e Londrez) pa oa nevez c'hanet, ma lavar Lady Bracknell, danvez e vamm-gaer : "A handbag?". Un doare sac'h-dorn brasoc'h e ranke bezañ.


Seier-dorn a stroñs[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger sac'h-dorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.