Sœur Sourire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ludresadenn eus "Sœur Sourire" (gant J.-N. Lafargue)

Sœur Sourire (anv gallek evit “Seurez Minc'hoarzh”) e oa anv arzourez Jeanne Paule Marie Deckers (a veze graet Jeanine Deckers anezhi), ul leanez ha kanerez eus Belgia ganet e Brusel d'ar 17 a viz Here 1933 ha marvet e Wavre d'an 29 a viz Meurzh 1985, hag anvet sœur Luc-Gabriel en he c'houent dominikanezed.

Brudet e oa bet dre ar bed a-bezh e 1963 evit ur ganaouenn savet ton ha son ganti anvet Dominique diwar-benn sant Dominik, saver urzh an Dominikaned. Pa guitaas an urzhioù n'he devoa bet gwenneg ebet evit he c'hanaouenn, ha n'he devoa ket droed ken d'ober gant an anv "Sœur Sourire" (kemer a reas neuze an anv Luc Dominique) met daoust da se e c'houlenne servij an tailhoù diganti kaout e lod a save d'ur pezh mell sammad. Gwall enket en em zistrujas a-gevret gant he mignonez.

Liammoù diavaez[kemmañ]