Ruigoord

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Ruigoord en Amsterdam

Ruigoord a oa un enezenn hag ur gêriadenn en Houtrakpolder en IJ meer e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus kêr Amsterdam eo bremañ, hag emañ 8km ac'haleno da Haarlem war-du ar reter.[1]

Iliz Ruigoord

Er bloavezhioù 1960 e voe skarzhet holl annezidi Ruiggord gant ti-kêr Amsterdam peogwir e oa bet soñjet kreskiñ porzh Amsterdam, met ne voe ket kaset ar raktres da benn. E 1973 e teuas ur strollad arouzien da skwatiñ, ha fellout a rae dezho sevel ur c'hamp arzourien[2]. Bez ez eus eus ar c'hamp hiziv an deiz, en un doare ofisiel. Festoù a vez aozet ganto en iliz, hag ivez ur festival, bep bloaz e miz Eost.[3]


Notennoù[kemmañ]

  1. ANWB Topografische Atlas Nederland, Topografische Dienst and ANWB, 2005.
  2. http://www.etext.org/Politics/Autonome.Forum/Autonomous.Left/netherlands.squats.march-1996
  3. Landjuweel 2008!

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.