Ruhr (stêr)

Eus Wikipedia
Ar Ruhr hag hec'h adstêrioù.
Ar stêr Ruhr e-kichen Bochum.

Ar stêr Ruhr zo ur stêr eus kornôg Alamagn, 235 km hed dezhi. Redek a ra a-dreuz stad Nordrhein-Westfalen. Emañ an eienenn e Sauerland, 670 metr a-us live ar mor, ha redek a ra war-zu ar c’hornôg hebiou Essen kent en em deurel er Roen e kêr Duisburg. Diwar hec’h anv e teu hini rannvro ar Ruhr, kreizenn istorel greanterezh an dir hag an houarn en Alamagn.