Roza Otunbayeva

Eus Wikipedia
Roza Isakovna Otounbayeva
e 2011

Roza Isakovna Otounbayeva (Роза Исаковна Отунбаева) (ganet d'an 23 a viz Eost 1950 en Och) zo ur bolitikourez eus Kirgizstan.

Graet he deus he studioù war ar brederouriezh e Moskou a-raok bezañ kelennerez skol-veur. E 1992 e teuas Otunbayeva da vezañ ministrez an Aferioù estren e gouarnamant ar prezidant Askar Akayev ha goude-se kannadourez Kirgizstan er Stadoù-Unanet, e Kanada hag er Rouantelezh-Unanet. Kemer a reas perzh e dispac'h an tulipez e 2005. Goude emsavadeg 2010 en em gavas e penn ar gouarnamant da c'hortoz hag e miz Even 2010 e kasas ur referendom a-benn lakaat Kirgizstan da vezañ ur republik parlamantel.

Prezidantez da c'hortoz eo bet etre an 19 a viz Mae 2010 hag an 31 a viz Kerzu 2011.