Rouantelezh Ceredigion

Eus Wikipedia


Ceredigion
Rouantelezh Ceredigion
Flag
424 – 577 Flag
Location of Ceredigion
Location of Ceredigion
Kêr-benn dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disrannadur rouantelezh Cunedda 424
 - krouidigezh Seisyllwg 577


Ur rouantelezh kozh eus Bro-Gembre e oa Ceredigion. En em astenn a rae a-hed aodoù kornôg ar vro, el lec'h m'emañ bremañ Aberystwyth hag Aberteifi.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe Ceredigion gant Ceredig Ceredigion pa gasas kuit an Iwerzhoniz eus Bro-Gembre. Evit an taol-kaer-se e roas Cunedda Wledig ar vro tro-war-dro da Vae Ceredigion dezhañ, da vezañ roue e-unan enni. Krediñ a reer ec'h endalc'he Rhos ivez met un isrouantelezh eus Gwynedd e teuas ar rannvro-se da vezañ diwezhatoc'h.

Betek ar bloavezh 700 e padas rouantelezh Ceredigion. Pa voe staget Ystrad Tywi outi gant ar roue Seissyll e voe graet Seisyllwg eus ar rouantelezh brasaet.

Anv ur gontelezh eo bremañ.


Listenn rouaned Ceredigon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ceredigion

Andonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]