Ros Cré

Eus Wikipedia
Dismantoù iliz romanek Sant Crónán, dirak an iliz anglikan a vremañ

Ros Cré (Roscrea e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, e norzh kontelezh Tiobraid Árann. Ur gêrig kozh eo, dezhi 5 403 a annezidi e 2011[1].

Unan eus kêrioù koshañ Iwerzhon eo, savet en-dro da vanati sant Crónán er VIIvet kantved[2] Abalamour d'an dismantroù puilh a chom eus he amzer dremenet eo bet lakaet Ros Cré war roll "Kêrioù glad Iwerzhon". E-touez an dismantroù-se emañ nor-dal iliz romanek Sant Crónán, un tour ront hag ur groaz uhel hag a chom eus ar manati kozh, rivinoù ur manati frañsiskaned eus ar XVvet kantved, dismantroù ur c'hastell eus an XIIIvet kantved... E manati Ros Cré e voe savet unan eus dornskridoù kozh brudetañ Iwerzhon, Levr Dimma, hag a zo bremañ e levraoueg Trinity College, e Dulenn[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Census 2011, Central Statistics Office.
  2. [1]
  3. The Book of Dimma, St Cronan, Roscrea

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.