Roparzh Surcouf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Robert Surcouf a oa bet ganet d'an 12 a viz Kerzu 1773 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Gouere 1827 gant ur c'hleñved en e di. Ur c'hourser bras e oa eus Sant-Maloù, diouzh mare an dispac'h betek mare Napoleon. Anavezet mat e oa bet pa en doa trec'het ouzh bigi saoz an Triton hag ar c'hKent.

tresad penn Surcouf

E yaouankiz[kemmañ]

E zek bloavezh kentañ a oe sioul a-walc'h ha levezonet gant istorioù morlaeron hag hini Duguay-Trouin. Da unnek vloaz e oa Robert re durmud hervez e dad ha neuze e voe kaset da skolaj Dinan e-lec'h m'en deus bet un deskadurezh relijiel. Diaes e voe dezhañ ha goude bezañ bet distroet e ti e dud e voe lakaet da vezañ paotr-vag war le Heron.

E aventur gentañ war vor[kemmañ]

Da c'hwezek vloaz e oa-eñ martolod war L'Aurore morianetaer evit deskiñ e vicher. Derc'hel a ra ar barr-stur hag ul letanant eus St Paol a zeuas da vezañ e vignon ; kontañ a rae dezhañ istoriou bras ar morlu. Un nozvezh e kemeras L'Aurore e varc'hadourezh. Un devezh distro e voe paket ar vag e-barzh ur barrad amzer hag ur wern a oa bet torret. Mont a reas ar vag da echuiñ he beaj war aodoù Afrika ; ar vartoloded a c'helle mont kuit met ar varc'hadourezh a zo kollet. Teir gwech ez eas Robert da gerc'hat objedoù ar vartoloded ; goude bezañ bet graet an dra-se e voe disklêriet evel letanant. Adpaket e vezont gant ur vag Portugalat ; pa zistroont e tizoloont e oa c'hoarvezet an dispac'h gall. Deuet en dro e Breizh e tizolo n'eus ket mui a vorlu Gall ha Sant-Maloù hag he deus kollet he c'hreñvder. Mall a zo gant Surcouf mont en dro war-vor ; ne ra ket forzh eus ar cheñchamantou politikel er vro ma n'eo ket difennet dezhañ ober e vicher. Dont a ra da-c'houde da vezañ kapiten ur Brick La Creol hag ur bloaz goude e vez difennet mont da gerc'hat sklaved.

E vuhez a gourser[kemmañ]

E miz Geñver 1793 e lakaas ar bolitikerien da dalvezout al lezenn ez eus tu tagañ bigi an enebourien e anv ar republik. E Sant-Maloù e yud ar boblañs gant al levenez. Ar person Morin a ya da di Surcouf, ur gazetenn en e zorn, evit kelaouiñ Robert. Robert n'en deus ket gortozet evit mont war-vor, mont a ra war Le Navigateur e-giz letanant. Charles Surcouf, e vreur, a zo paket gant ar Saozon ha toullbac'het e-barzh bigi. N'eus muiñ marteloded c'hall, tapet int bet tout gant Lord Howe. Surcouf a zo bet mil vrudet e Porzh-Loeiz goude bezañ bet skarzhet blokus ar Saozon. Ur mintin e teuas ur fregat gall La prudente en enezenn, kelaouiñ a ra ez eo bet dibennet Robespierre; hag ar Saozon a zo o tont evit tagañ anezho. Mont a ra kuit pemp fregat gall evit tagañ ar Saozon.

E 1795 e c'hortoze Robert e gentañ lizher hag a rofe dezhañ ar gwir da dagañ bigi an enebour saoz met n'en doa nemet ar gwir d'en em zifenn rak aon en deus ar gouarnament rak ar Saozon.

Chase an amiral[kemmañ]

E Gouere 1798 e kasas Surcouf e vreur Nicolas da vont e darempred gant ar Saozon evit gouzout petra z'eus da gas evit kaout Charles en dro ; ret eo bet d'an daou vreur mont da welout an amiral saoz. Mont a reont kuit eus Naoned gant la Clarisse. Eus 1798 betek 1799 e oa la Clarisse war-vor. Ar vag a zo bet tapet gant ar skorbut ha ret e voe da la Clarisse mont d'un enezenn c'hall. E-Barzh ti ar gouarnamant e tizoloont emañ ar Sybille a heul Surcouf. Evit mont en-dro war ar vor e siliont gant ur vag-all, La Confiance.

kent paket gant La confiance

Un devezh e kejas ar Sybille gant ur vag saoz diskaret anvet Henter hag un eurvezh goude e oa Surcouf o lidañ e daol.

Un devezh bras[kemmañ]

7 a viz Here 1800 a oa Surcouf dihunet gant ar vijil : ur vag vras, ur vag vrezel anezhi, div wech pe deir brasoc'h eget La Confiance. Kent anv ar vag gant 400 martelod enni ; Revington en deus choazet ober war dro Robert Surcouf goude e vreur Charles met ar wech-mañ eo kalz dañjerusoc'h. E-Barzh ar vag saoz ez eus 5 ladies. E-barzh ar vag gourser eo laouen ar varteloded abalamour m'en deus prometet Surcouf dezho div eurvezh laeroñsi ma c'hounezfent. An holl varteloded a zo en o flas evit an abourzhaj, sabroù, pistoled en dorn hag ar re na dagont ket (evel mezeged) a zo prest ober o labour. Dont a ra Ar Kent an hini gentañ met e-pad un eurvezh e tro La Confiance tro-dro ar Kent. Ne gompren ket Revington ar pezh ar ra La Confiance neuze e laka al ladies da ziskenn en o c'hambreier ; e-pad an amzer-se en deus roet lañs Surcouf d'an abourzhaj. Klevet e veze an tamboulinou evit an dagadenn. Surcouf a c'houlennas digant e varteloded cheñch tu da zaou ganol evit tennañ ouzh ar varteloded saoz hag e-kerzh an amzer-se eo bannet ur grenad e-kichen ar c'hapiten saoz, mervel a ra war an taol ha goude teir eurvezh emgann eo gounezet gant ar Vretoned. Memes gant marv ar c'hapitain e oar Surcouf e c'hello e vreur mont kuit eus e toull-bac'h.

delwenn Surcouf e Sant-Maloù

Goude bezañ bet didoullbac'het e vreur, ned eas ket mui war-vor. Surcouf en deus ijinet neuz evel lakaat ur vag vihan war-vor ha lakaat gouloù enni pa'z a kuit gant ar vag-all evel-se ar bigi hag a heulie anezhañ a heulie ar vag fall (tu zo gwelet an neuz-se e-barzh ar vandenn-dreset Barbe rouge pe e-barzh ar film Master and Commander).

Mervel a reas d'an 8 a viz Gouere 1827. Bez' en doa muioc'h a 3 milion a lur c'hall.

Komzoù brudet[kemmañ]

  • An diviz da-heul a vije bet dalc'het pa godianas ar C'hent :

Ofiserien ar C'hent : « Ni, Saozon, en em gann abalamour d'an enor, ha c'hwi, Gallaoued, en em gann abalamour d'an arc'hant ! »

Surcouf : « Atav en em ganner da c'hounit ar pezh n'hon eus ket. »

Liammoù diavaez[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Levrioù kozh[kemmañ]

  • Robert Surcouf, Robert Surcouf, Cairn, 2003 adembannadur mouladenn 1889, (ISBN 2910452646)[1]
  • Charles Cunat, "Histoire de Robert Surcouf, Capitaine de corsaire", La Découvrance, adembannadur al levr moulet e 1855, (ISBN 2910452026)

Alain Roman "Robert Surcouf et ses frères " editions Christel, Saint Malo. isbn:978-2-84421-050-0..mai 2007. Kendalc'h Saga ar Surcoufed, isbn:2-84421-046-5

Bannoù-treset[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Un diskennad eus breur Roparzh Surcouf, Nicolas, eo an aozer.