Roll rouaned Jordania

Eus Wikipedia
Arouezioù
المملكة الأردنّيّة الهاشميّة
Al Mamlakah al Ourdouniyah al Hashimiyah
Rouantelezh hachemit Jordania

Banniel Jordania
Banniel Jordania

Skoed-ardamez Jordania
Skoed-ardamez Jordania

Banniel rouaned Jordania
Banniel rouaned Jordania

Pennoù monarkiezh Rouantelezh hachemit Jordania eo Rouaned Jordania abaoe dizalc'hiezh ar Stad-se d'ar 25 a viz Mae 1946.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 11 a viz Ebrel 1921 e plegas an R-U da youl start an emir Abdallah ben Hussein da unaniñ an tiriadoù arab, neuze e voe krouet emirelezh Treuzjordania ha lakaet Abdallah ben Hussein en he fenn. Ar c'hentañ gouarnamant-kreiz jordanian e voe[1].
Pa voe dizalc'h Emirelezh Treuzjordania diouzh ar Rouantelezh-Unanet d'ar 25 a viz Mae 1946 e troas da Rouantelezh Hachemit Jordania, hag an emir a gendalc'has da ren dindan an anv roue « Abdallah Iañ Jordania ».

Mab da Hussein ben Ali (Istanbul, 1856Amman, 1931) e oa Abdallah Iañ Jordania ; cherif Mekka ha roue Hedjaz (en Arabia Saoudat bremañ) e oa e dad.

Rouaned Jordania[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cherif Hussein ben Ali
Anv Ren Tiernac'h Evezhiadennoù
Emirelezh Treuzjordania (1921–1946)
Emir Abdallah Abdallah
عبد الله الأول بن الحسين
(18821951)
1 a viz Ebrel 1921
25 a viz Mae 1946
Hachemited Bet anvet da roue Iraq e 1920,
biskoazh ne renas
Jordania (1946 – bremañ)
Abdallah Iañ Jordania Abdallah Iañ Jordania
عبد الله الأول بن الحسين
(18821951)
25 a viz Mae 1946
20 a viz Gouhere 1951
Hachemited Muntret e Mekka
Talal Iañ Jordania Talal Iañ Jordania
طلال بن عبد الله
(19091972)
20 a viz Gouhere 1951
11 a viz Eost 1952
Hachemited Mab henañ Abdallah Iañ Jordania
Dilezet ar gador-roue gantañ
Hussein Iañ Jordania Hussein Iañ Jordania
حسين بن طلال
(19351999)
11 a viz Eost 1952
7 a viz C'hwevrer 1999
Hachemited Mab henañ Talal Iañ Jordania
Abdallah II Jordania Abdallah II Jordania
الملك عبد الله الثانى
(Ganet e 1962)
7 a viz C'hwevrer 1999
O ren
Hachemited Mab henañ Hussein Iañ Jordania

Banniel roueel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel rouaned Jordania MMM E kreiz ar banniel roueel emañ banniel Stad Jordania, gant ur gurunenn e-lec'h steredenn he seizh brec'h a arouez seizh gwerzenn ar C'horan a zo pilerioù ar gredenn islamek (an doue, an denelezh, an uvelded, ar spered broadel, ar vertuz, ar reizhded kevredigezhel hag al lusk trema an doue).
Ar pevar liv hollarab eo ar ruz (an Hachemited), an du (an Abbasided), ar gwenn (an Oumayyaded) hag ar gwer (ar Fatimided).
1:2 eo feur ar banniel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.