Rodrigo Álvarez de Sarria

Eus Wikipedia
Rivinoù e Nabi Samwil, penngarter an urzh savet gant Rodrigo. Ur chapel a voe savet eno etre 1176 ha 1180.

Rodrigo Álvarez (Rudericus Aluari e latin), marvet e 1187 pe 1188, a oa un den uhel eus Galiza, kargoù uhel dezhañ e Rouantelezh León. Gantañ e voe savet Urzh Monte Gaudio e 1174.

Mab e oa d'ar c'hont Álvaro Rodríguez de Sarria ha d'e bried Sancha Fernández. E 1165 e voe roet dezhañ douar en Lemos ha daou vloaz goude en Sarria ha diwar neuze e veze graet kont anezhañ, en latin "comes rodericus Galletiae". Mont a reas d'an Douar Santel, ma servijas Kurunenn Portugal. Krediñ a reer e vije bet degemeret en Urzh an Templ, hogen n'eo ket asur.

D'ar 7 a viz Gouhere 1172 e savas Urzh Monte Gaudio (pe Urzh Montjoie), aprouet gant ar pab Alesant III etre an deiz-se hag ar 24 a viz Kerzu 1173. A-raok ar bloaz-se e timezas da vMaría Ponce, merc'h d'ar c'hont Ponce de Minerva, mevel-bras e tiegezh a roue Fernando II León, ha d'e bried Estefanía Ramírez. Dispartiañ a reas Rodrigo ha María dre genemglev, ha mont a reas ar gontez María gant he mamm da gouent Carrizo de la Ribera (e León). Bugel ebet n'o doa bet.

E 1188 e varvas Rodrigo Álvarez, ha war e lerc'h e tegouezhas Rodrigo González e penn an urzh. Beziet e voe e kouent an urzh en Alfambra, e proviñs Teruel.