Rodolf II Bourgogn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Rodolf II, pe Rudolf, (880– 11 a viz Gouhere 937), mab da Rodolf Iañ ha d'e wreg Guilla Provañs , a voe roue Bourgogn eus 912 betek 937. Roue Italia e voe ivez e-pad meur a vloaz.

E vuhez[kemmañ]

Pa zeuas da roue Bourgogn e 912 e teuas uhelidi eus Italia da lavarout dezhañ dont d'o skoazellañ da enebiñ ouzh Berengar e 922. Pa erruas en Italia e voe kurunennet evel roue al Lombarded e Pavia. E 923 e voe faezhet Berengar gantañ e Piacenza. Drouklazhet e voe Berengar er bloaz war-lerc'h, marteze war c'houlenn Rudolf.

Ren a reas Rudolf war e ziv vro, gwech o chom e Bourgogn, gwech all en Italia. . E 926 avat e c'houlennas uhelidi Italia bezañ dindan Huon Arle, a oa o ren e Provañs, e-lec'h dindan Rudolf. Ha Rudolf distreiñ da Vourgogn, o lezel Huon da vout kurunennet en e lec'h.

Met treiñ a reas an Italianed a-enep Huon, ha goulenn digant Rudolf dont en-dro. Un emglev a voe sinet etre Huon ha Rudolf e 933: ren a raje Rudolf war rouantelezh Provañs ha lezel Huon da ren en Italia. Dimezet e voe merc'h Rudolf, Adelaid, da vab Huon, Lotar Arle. Unanet e voe Bourgogn ha Provañs dindan Rudolf betek e varv e 937. E vab Konrad III a gemeras war e lerc'h.


En e raok:
Rudolf Iañ Bourgogn
Bourgogn

912937
War e lerc'h:
Konrad III Bourgogn
En e raok:
Berengar Frioul
Roue Italia

922926
War e lerc'h:
Konrad III Bourgogn



Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

En 922, hag eñ 42 vloaz, e timezas d'ur briñsez a 15 vloaz bennak, Bertha Swabia, merc'h Burchard II. Daou vugel o devo :

Pa varvas e 937 e rankas e intañvez Bertha addimeziñ e dibenn ar bloaz, d'an 12 a viz Kerzu, da Huon Arle.