Robert Morehead Cook

Eus Wikipedia

Robert Morehead Cook (12 a viz genver 1919 – 29 a viz kerzu 1999) a oa ur c'horonal d'eus al lu amerikan. Bet eo bet inspektour meur e-pad brezel Vietnam.

Labouret en deus dreist-holl war lazhadegoù Phong Nhi ha Phong Nhat sevenet an 12 a viz c'hwevrer 1968 gant ul lod eus lu Republik su Korea an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) engouestlet e brezel Vietnam.

Ouzhpenn da labour ar c'horonal Robert Morehead Cook ez eus bet savet un enklask war al lazhadegoù sevenet gant ar soudarded Su Korean e-pad brezel Vietnam gant kazetennerien ar gazetenn Su Korean Hankyoreh.[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]