Robert Lee

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar jeneral Robert E. Lee da vare Brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet

Robert Edward Lee (1807 – 1870) a oa unan a jeneraled Stadoù Kengevreet Amerika. Bez e oa e penn Lu Virginia an Hanternoz e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, ha gwelet eo c’hoazh hiriv an deiz evel unan eus gwellañ jeneraled ar Stadoù-Unanet a zo bet.

Bet diplomet e Westpoint, e oa bet ofisour da vare ar Brezel Amerika-Mec’hiko (er bloavezhioù 1840). Dre ma oa chomet mestr war an dachenn-emgann e Manassas (1862), e Fredericksburg (1862), e Chancellorsville (1863),… , ha daoust ma voe bet trec’het en emgann Gettysburg (1863), e voe anvet da bennjeneral armeoù ar C'hengevread e dibenn ar brezel. Dav e voe dezhañ avat en em zaskoriñ war-lerc’h bout bet trec’het en emgann Appomattox e 1865.

War-lerc’h ar brezel e voe anvet da brezidant skol-veur Washington.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.