Rio do Peixe

Eus Wikipedia
Rio do Peixe
stêr
StadBrazil Kemmañ
E tiriadSanta Catarina Kemmañ
Daveennoù douaroniel27°27′55″S 51°53′41″W Kemmañ
En em daol eRío Uruguay Kemmañ
Diazad doureierRío de la Plata Basin Kemmañ
Map
Ar Rio do Peixe entre Joaçaba (lez dehou) ha Herval d'Oeste (lez kleiz)

Rio do Peixe (stêr ar pesk e brezhoneg) zo anv ur stêr e Brazil e stad Santa Catarina. Eieniñ a ra e kumun Caçador, e distrig Presidente Pena, hag aberiñ er rio Pelotas, anvet rio Uruguai abaoe kejet gantañ ar rio Canoas.

An anv anezhi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stêr ar pesk eo bet anvet abalamour ma oa kalz pesked enni. Hiziv eo aet brein gant temzoù ha ludu al labour-douar hag ar sevel moc'h.

Kumunioù treuzet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude mont e-maez Caçador, e treuz Videira, Joaçaba, Capinzal ha Piratuba. War lez dehou ar stêr emañ al linenn-houarn istorel a ya eus stad São Paulo da Rio Grande do Sul.