Rio Jaguarão

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Pont Etrebroadel Barão de Mauá, war ar Río Yaguarón, gwelet eus kêr Río Branco en Uruguay. En tu all d'ar pont emañ Jaguarão e Brazil.

Ar Stêr Jaguarão (Rio Jaguarão e portugaleg, Río Yaguarón e kastilhaneg), zo ur stêr etre Brazil hag Uruguay.

Eieniñ a ra e Brazil, e Rio Grande do Sul, er Serra de Santa Tecla, er Coxilha das Tunas pe do Arbolito, e kumun Hulha Negra. 270 km zo dezhi.

Bageal warni a c'haller en 32 km diwezhañ he red. Aberiñ a ra el Lagoa Mirim, al lenn vras a zo etre Uruguay ha Brazil, etre kumunioù Jaguarão, e Brazil, ha Río Branco, en Uruguay.

Al Lagoa Mirim, al lenn ma'c'h aber ar Río Yaguarón.