Rio Canoas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svg Evit ar gêr anvet "Canoas", gwelet amañ.

Ar stêr Canoas hag adstêrioù all ar stêr Uruguay.

Ar stêr Canoas, pe Rio Canoas e portugaleg, zo ur stêr e stad Santa Catarina e Brazil.

Douaroniezh[kemmañ]

Eieniñ a ra entre ar Serra da Anta Gorda hag ar Serra da Boa Vista, div rann eus ar Serra Geral, war lez teir c'humun: Anitápolis, Santa Rosa de Lima ha Bom Retiro, 100 km eus an aod a zo er reter. Daoust da se e red war-du ar c'hornôg, ha treuziñ a ra kumunioù Urubici, Rio Rufino, Otacílio Costa, Correia Pinto, Ponte Alta, São José do Cerrito, Abdon Batista (un tamm a-raok en em gave gant ar stêr Caveiras), Anita Garibaldi, Celso Ramos (entrede e tegouezhe gant ar stêr Inferno Grande). Goude treuzet gantañ Celso Ramos e taol e zour er stêr Pelotas. Adalek neuze e krog ar stêr Uruguay a redo betek ar Río de la Plata hag alese d'ar Meurvor Atlantel.

Adstêrioù[kemmañ]

Setu ar re heverkañ: São Paulo, Caveiras, Inferno Grande, Marombas, do Pinto, Púlpito ha São João.