Rikardis Katarina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rikardis Katarina (1370/1372-1400), a oa ur briñsez svedat, merc'h da Alberzh Sveden, roue Sveden, ha d'e bried Richardis, rouanez Sveden .

Dimeziñ a reas e Praha e 1388 da Johan Bohemia (1370-1396), margrav Moravia ha dug Görlitz (Lusatia), a oa mab da Karl IV an Impalaeriezh Santel. Er bloaz goude e voe diroueet he zad.

Goude eizh vloaz a briedelezh e varvas he fried e 1396, d'an oad a 26 vloaz. Pevar bloaz goude he fried e varvas an intañvez yaouank.