Rigedag

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerzherez rigedagoù e Granada e Bro-Spagn
Penaos e vez implijet ar rigedag

Ar rigedag zo ur benveg skeiñ idiofon, implijet er sonerezh maourek, ottoman, henroman, italian, spagnol, sefarad ha portugalat. Ar benveg zo anezhañ ur c'houplad tammoù danvez kalet kleuz e stumm div hanterenn krogen staget gant un ere er penn uhelañ. Dalc'het e vezont en dorn hag implijet da seniñ klikoù da verkañ al lusk pe un trouz padus produet gant un heuliad klikoù. Savet e vezont diwar prenn kalet diouzh boas, daoust ma vez implijet gwienn gwer mui-ouzh-mui.

Daou rigedag a vez implijet gant ar soner da gustum . Unan e pep dorn, gant an ere dalc'het gant ar biz-meud ha lodenn galet ar rigedag e palv an dorn gant ar bizied pleget en tu all. Pep rigedag a daol un trouz un tamm disheñvel.