Richard Harrison

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Richard Harrison a zo ganet d'ar 26 a-viz mae 1936 e Salt Lake City en Utah zo un aktour stadunanat. Mab ur familh evel ar re all e kuitas an ti da pevarzek vloaz evit klask e chañs e Kalifornia.

Richard Harrison a gavas ur micher diwaler en ur sal sport. Er bloavezhioù 50 gounezas-eñ prizioù body-builder e kenstrivadegoù a bep seurt hag anavezet e voe dre-se. Evit gounez un tamm muioc'h a arc'hant e servij evel gobari e kelaouennoù sport. E 1957 e ra dudennoù e filmoù a Hollywood evel e “Jeanne Eagels”.

Sinãn a reas gant an American International Pictures hag a sav heuliadennoù B aktion ha skiant-faltazi. Dre ar filmoù-se e voe anavezet anezhañ e bed ar sinema ha gwelet e vo e kichen Charles Bronson ha Vincent Price e-barzh “Les maître du monde”.

Da c'houde e 1960 Richard Harrison e plas da zont de vezañ un den brudet deus Hollywood e gav gwelloc'h da vont da Italia, c'hoari e-barzh “Le gladiateur invincible” deus Alberto De Martino. E-pad ugent vloaz e chomo en Italia hag e c'hoario en ur c'hant film bennak. An holl seurtoù film a vez c'hoariet gantañ nemet ar faltaziek. Adkavet e vez anezhañ en holl heuliadennoù-B Europa en amzer-se, ar filmoù-se a gasas dezhañ un anv brasoc'h c'hoazh eget ar pezh e gortoze. Dre ma Harrison a grog da vont nemet da dreiñ filmoù evit kemer vakañsoù e vez anezhañ dipaset gant aktourien all ha dont a ra da vezañ un tasmant en-dro.

E fin ar bloavezhioù 60 a grog d'ober western Italiat. C'hoari a reas en un neubeut western met da c'houde e gavas gwelloc'h d'addont war ar filmoù a rae araok. Dre ma oa war listenn aktourien ar film For a Fistful of Dollars e lavaras da gemer un aktour all anvet Clint Eastwood hag a oa er memes fiñvskeudennadur eveltañ.

Ar sinema a vez choazet gantañ a vez kentoc'h traoù aksion hag a oa ar sinema pouezusañ etre ar bloavezhioù 60 ha 70. Filmoù brezel, polis, spierezh, ... Harrison a c'hoarie deus ar soudard d'an archer. Un tamm goude e krogas da c'hoari e filmoù doare Superman.

Entanet gant ar sevelfilmoù a savas Harrison un nebeud senennoù en ur bern eus e filmoù hep bezañ lakaet er rumm-mañ-rumm. Gwelet e vo e anv evel saver-film en ur doare ofisiel nemet e 1972 evit ur western anvet “Jesse and Lester”.

Harrison a chomas e Italia goude ar bloavezhioù 1970, ar pezh na rae ket an aktourien all en amzerioù-se. Chomet e oa dre ma n'en doa ket a c'hoant da adsevel e anv en ul lec'h all a dreist-holl Italia na gemere nemet dud hag a oa er vro a-benn sevel e filmoù. Da c'houde e voe goulennet outañ nebeutoc'h nebeutañ a filmoù, ha neuze e krogas da vont e filmoù ekzotek e choaz lec'h ar film, un doare d'ober touristelezh hep koll arc'hant. Setu perak e vo gwelet anezhañ e filmoù eus Arabia hag an tro war droioù.

E kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe Harrison goulennet en ur film a veze troet e Hong Kong evit ar Shaw Brothers, ar film-se a zo anvet “La revolte des boxers” e lec'h ma c'hoario un archer alaman. E-pad an amzer-se e reas anaoudegezh gant Godfrey Ho hag a zo ur realizatour d'ar Shaw Brothers. An degouezh-mañ a kaso un nebeud kudennoù dezhañ da c'houde.

An tamm goude e krog Harrison da c'hoari e-barzh n'eus forzh peseurt film, en'eus forzh pelec'h, hag evit n'eus forzh piv. Setu penaos en em gav e “Organo Nero” deus Joe D'amato hag a zo ur film udur da vad. C'hoari a reas en un nebeud filmoù evel-se a-benn gounez e vuhez. E kreiz ar blaovezhioù 80 Godfrey Ho a goulennas dezhañ da c'hoari en ur film ninja savet gant Joseph Lai. Met a-benn ar fin savet e vo un dek film bennak e plas unan hep ma e ouie Harrison. Aze en d'ho Harrison ur bern kudennoù, dre ma glaskas anezhañ da kaout muioc'h a arc'hant gant Lai dre ma oa e benn en ur bern filmoù e pas da vezañ e unan nemet ken met drema oa Lai un tamm er mafia Harrison a payo ur bern arc'hant d'ar fick. Rediet e vo goude da dreiñ ha da dreiñ senennoù evit Lai hag Ho hag a vo adkavet e barzh un tregont film bennak.

E 1988, Harrison a kuit Europa evit addont e kalifornia e Palm Spring ha goude da Malibu. C'hoari a raio c'hoazh en un neeut filmoù European pe Amerikan araok da echu da viken gant e vicher evit mont war-zu ar skrianeriezh.