Rhône-et-Loire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rhône-et-Loire zo anv un departamant gall kozh, ha Lyon a oa ar pennlec'h anezhañ. Dont a ra an anv eus an div stêr Rhône (Ron e brezhoneg) ha Loire (Liger e brezhoneg).

Hennezh a oa unan eus an 83 departamant gall krouet da vare an Dispac'h gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790, hervez lezenn an 22 a viz Kerzu 1789, gant tammoù eus ar proviñsoù Lyonnais, Beaujolais ha Forez.

C'hwec'h pastellad a oa ennañ:

Berr e voe istor an departamant, rak e 1793, war-lerc'h emsavadeg Lyon enep ar Vodadenn Vroadel e voe rannet en daou zepartamant a anavezer hiriv, ar Rhône (Lyonnais ha Beaujolais) hag al Loire (Forez). Ofisielaet e voe ar rannidigezh gant mouezhiadeg er Vodadenn Vroadel d'an 19 a viz Du 1793 (29 brumaire an II).