Rex Brown

Eus Wikipedia
Rex Brown

Rex Robert Brown, ganet d’ar 27 a viz Gouere 1964 e Graham, Texas a voe izgitarour ar strollad heavy metal Pantera betek e ziskar e 2003. Dont a reas da erlec’hiañ an izgitarour Todd Strange er strollad Down savet gant kaner Pantera Phil Anselmo ha seniñ a reas gitar-boud war pladenn Crowbar, Lifesblood for the Downtrodden un tamm diwezhatoc’h.

Un izgitarour divoutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un izgitarour jazz e oa Rex el lise. Gant ur skantenn e senn alies. Gwelet eo dre vras, e-kichen Dimebag Darrell, evel unan eus ar re bouezusañ o renañ bed ar Groove metal. Ar gwellañ titloù en deus kemeret perzh enno : "Walk", "5 Minutes Alone", "Throes of Rejection", "Cowboys From Hell", "Living Through Me (Hells Wrath)", "I Can't Hide", "Use my Third Arm" ha kement a zo. E c'hitar-boud a zo ur Spector “Sinadur” savet diwar patrom ur Gibson Thunderbird.

Pladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]