Revolting Rhymes

Eus Wikipedia

Revolting Rhymes, "Gwerzennoù argarzhus", zo ul levrad barzhonegoù saoznek gant Roald Dahl e 1982, skeudennet gant Quentin Blake, hag awenet gant marvailhoù brudet evit ar vugale, nemet kontet en un doare fentus ha dezho un dibenn disheñvel-bras.

C'hwec'h barzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h barzhoneg zo el levr, savet diwar gontadennoù kozh klasel.

  1. E Cinderella[1] (Luduennig) e krog ar priñs da zibennañ div hanterc'hoar an harozez, ma kav gwell dimeziñ d'un den dereatoc'h, a zo aozer kaotigell.
  2. E Jack and the Beanstalk, e tiviz Jack en em walc'hiñ bemdez, pa veze c'hwezh fall gantañ a-raok.
  3. E Snow White and the Seven Dwarfs ez a Gwenn Erc'h da aozañ boued da seizh reder war varc'h a c'hoari arc'hant er redadegoù hag a goll bep tro, ma rank-hi o sikour da vout pinvidik. Kentel : "Gambling is not a sin / Providing that you always win",  C'hoari arc'hant n'eo ket pec'hed / Keit ha ma ne vez ket kollet .
  4. Goldilocks And The Three Bears
  5. Little Red Riding Hood
  6. The Three Little Pigs[2]

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumad all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dastumad all a skrivas Dahl goude, Rhyme Stew, embannet e 1989, awenet gant rimadelloù.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Cinderella, da lenn : [[1]]
  2. The Three Little Pigs da selaou : [[2]]