Reter-Kreiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Reter Krenn)
  • ██ Reter-Kreiz hervez ar boaz
  • ██ Reter-Kreiz Vras hervez ar G8
  • ██ Azia ar C'hreiz (a vez lakaet da heul ar Reter-Kreiz Vras a-wechoù
  • Ar Reter-Kreiz (en arabeg الشرق الأوسط, en hebraeg המזרח התיכון, e saozneg Middle East) zo ur ger a orin saoznek a ya d'envel evit Europeiz, Amerikaned hag Afrikaned, un tolead bevennet gant glann reter ar Mor Kreizdouar hag an harzoù etre Iran diouzh un tu, Pakistan hag Afghanistan diouzh an tu all.

    Emañ ar rannved-se en Azia dreist-holl met a-wezhioù e vez lakaet Afrika an Hanternoz hag Afghanistan e-barzh.

    Ar “Reter-Kreiz Vras”[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    An droienn-mañ a oa bet degaset e 2004 gant Stadoù Unanet Amerika da geñver emvod uhel ar G8 evit ober anv eus broioù eus ar bed muzulman stag e doare pe zoare ouzh ar Reter-Kreiz, evel Afghanistan ha Pakistan. Lakaet e vez e-barzh ar C'haokaz ivez a-wechoù.

    Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]